Evel e vez deus ar seksism a bemdez, gant Jessica e vez implijet ar feminism a bemdez. Ober a ra gantañ hep gouzout.
"N'on ket feminist" emezi.
Koulskoude eo Jessica unan eus ar merc'hed kentañ o seniñ Tuba e bro C'hall, kelennerez kentañ ar benveg-mañ e Breizh, he a anzav e vez implijet he fent ganti evit feukañ he mignoned a rafe re a dourc'heta.


26 bloaz eo Jessica hiriv hag eizh bloaz 'zo emañ o chom e Roazhon. Abalamour d'he youl evit an tuba he deus graet an dibab-se. A-walc'h he doa gant he c'hoant da vont kuit, he c'hoant da welaat he arz hag ur c'helenner brudet e skol sonerezh kêr-benn Breizh evit mont akuit eus Lille ha dont da vevañ e Breizh. D'ar mare-se e veze sonnet Tuba ganti abaoe eizh bloaz. Dre guriusted he doa dibabet ar benveg-se pa e oa dek vloaz. « Ne anavezen plac'h ebet a sone tuba ; ret e oa din eseañ ar benveg lugernus-se. D'ar mare-se ne oamp nemet teir flac'h e hanternoz al Liger o seniñ Tuba, ar brasañ benveg e kouevr» emezi. « Hag e hanternoz bro C'hall eo chomet kreñv hengoun ar fañfarioù, setu 'zo tro da seniñ alies. »
Ur wech e Roazhon, eo deut ar sonerezh da vezañ he micher. Ar plac'h nemeti el lazioù-seniñ. « Kaezhet 'oan en o zouezh 'rak tud 'kar-ar-vuhez' eo ar sonerien binvioù kouevr ha ne baouezent morse da debauchañ ac'hanon » a soñj hiriv an deiz, araok ouzhpenn : « Ar santimant 'm eus memestra bezañ labouret kalz muioc'h 'vit ar reoù all 'vit ar memes disoc'h. Ur wech asantet evel ur plac'h moutig, chik ha cheuc'h, eo bet re din prouiñ em 'oa meritet ma plas ! » Soñj he deus deus ar « farsadennoù » a c'helle klevout war he hent, « p'ra eo deut d'ober ? » pe « Gwelet 'vo m'eo chik pe barrek 'veltomp. » Hep ankoueout an dud o c'hwitellaat pa dremene. Ha Jessica, un tammig direzon, a blije dezhi ouzhpennañ, en ul lakaat saeoù diboell vit an abadennoù.
Tamm ha tamm eo bet aprouvet ha kavet he deus he flas. Bet eo betek kelenn e skolioù sonerezh disheñvel e Il-ha-Gwilen hag e Aodoù-an-Arvor. "Gouzout a raent e oa moaien dezhe ober ar pezh o doa c'hoant, respont a rafen atav ! » Mennet eo memes mod gant he mignoned mont ne argred ket reizhañ a re a gomz doare macho. Bepred gant fent emezi. "Pa welan ur mignon o lavar traoù diseven e klaskan kavout ur gêr a lako anezhañ da brederiañ ha ma vez mousc'hoarzet gantañ e sinifi en deus komprenet un dra bennak. » Etre div lonkadenn chug pomelo, Jessica 'zo kaji o digareziñ "Daoust hag eñ en em laran feminist? Ne ran ket. Met dedennet on gant gwirioù mab den. Anzav a ran n'on ket stourmerez met unan a-du. Ankeniet on gant goulennoù evel digor an IVG, ar feulster war ar gwreged, ar forzhidigezhioù. Forzh penaos n'ez eus ket bet ur stourm evit kaout peptra hirie, ur striv a chom d'ober a-hed an amzer. Ret eo deomp en em eilañ, mamm da verc'h, tad da vab...»

« Lavar a ran n'on ket ur stourmerez peogwir n'on ket en ur gevredigezh -eme Jessica- Ober a ran ma zamm hent bemdez ». Un dreuz kempoell penn-da-benn gant he cheñchament micher. An hini a zo oc'h en em prientiñ evit dont da vezañ sekretour medisin a oar e vo labouret ganti un deiz bennak gant ur gevredigezh « a ra war dro ar merc'hed skoet g'ar forzhidigezhioù hag ar feulster war ar gwreged ». Evit, emezi, « reiñ amzer d'ober un dra fetis ». Ha ma e vefe dija stourmañ ?

Traduction de Manon Langlois

Retrouver le portrait de Jessica en français dans nos archives - juin 2013