Emañ he zad o labourat en ti Post, skoazellerez-prederier eo he mamm ha c'hoant he doa he mamm gozh e vije bet graet studioù hir ganti ha "labourat e-barzh ur burv evel ar re all er familh". Koulskoude, goude bezañ bet d'ar skolaj e oa divizet Alexandra Legendre o vont da vezañ tredanerez. Met n'eo ket ken aes kavout he flas pa omp ur plac'h neuze he deus dibabet krouiñ he labour.

 

alexandra1

 

 

Emañ Alexandra o paouez bezañ 23 bloaz ha sturiad a ra dija abaoe daou vloaz hanter he embregerezh tredan. Evit poent e labour he-unan met c'hoant he defe implijout micherourien un deizh bennak. Pe micherourioned. « Ma e kavan, evel just, e vefe implijet merc'hed -a lavar hi- met ne welan ket perak e rafen un diforzh ; paotr pe plac'h, ne ket pouezus ! »
Koulskoude, pa e oa hi o klask ul labour e oa bet graet an diforzh gant tud bennak, daoust d'he diplomoù. Neuze he deus dibabet Alexandra krouiñ he embregerezh « dre forzh gwelet an norioù en em serriñ dirazi ».

" Graet e veze goap ouzhin gant ar re all, forzh penaos"

«Ne oan ket degemeret mat, ken aes ha se- a lavar hep fulor- Ne veze ket lavaret en ur mod sklaer met e veze lakaet ac'hanon da gompren !» Goude bezañ tremenet pevar bloavezh en un embregerezh e lec'h he doa prientet e deskerezh he breou studi vicherel hag he bak micher e veze lavaret dezhi atav traoù a lake en arvar pas he barregezhioù labour met barregezhioù he c'horf. « Daoust ho peus forzh a-walc'h -e veze goulennet dezhi da skouer- evit dougen un toullerez hag ober toulloù e-barzh ur voger e-pad an holl devezh ? » «Se eo ar pezh resis am boa graet e-pad ma fevar bloavezh !» a lavar ar plac'h gant fulor.

Peogwir ma ez eus tres sioul hag ambalc'h war Alexandra e c'hall mont da fuloriñ a—wechoù. Evel an devezh-mañ da skouer, e klas fizikel er skolaj, e-pad ur poelladenn tredan e oa bet lavaret dezhi gant ur paotr : ur plac'h out, ne teui ket a-benn d'ober. N'he doa ket ezhomm muioc'h Alexandra evit respont : «kat on penn-da-benn d'ober, gwelet a ri !». Deuet eo bet a-benn d'ober hag he c'halvidigezh e oa ganet er mare-mañ. Lakaet he deus ar mennoz da azviñ gant he c'helennerien hag he zud hadivizet he deus kregiñ he deskalerezh goude ar skolaj. En em gavet he deus, ar plac'h nemeti en he c'hlas, er CAF San Gregor hag a zo arbennik war micherioù saverezh. « Forzh penaos -a lavar hiriv- en em glevan gweloc'h gant ar baotred eget gant ar merc'hed abaoe atav. Forzh penaos e veze graet goap ouzhin gant ar re all met gouzout a raent pelec'h e oa ar bevennoù ha james e oant bet tremenet ganto !» Desket he deus buan e ret kemer e greñv da gentañ.

« Er pellgomz e gred an dud on ar sekretourez »

alexandra2Estonnet eo he mignonezed gant he zibab. « Da gentañ e gavent se iskis met komprenet o deus. Koulskoude ne vez ket graet tamm ebet ar memestra egedon ganto. Hiriv e vez labouret er gwerzh pe er c'hozkor ganto, traoù e-mod-se ! »
Ma e vez soutenet Alexandra gant he zud abaoe ar penn kentañ ne vez ket gwelet mat gant he mamm-gozh hag he moereb. « N'eo ket a-feson evito – a soñj- Gweloc'h e vije bet din tremen ur bachelouriezh hollek hag ober studioù hir evit labourat en ur burev evel kasi ma holl familh. D'am soñj n'int ket a-du gant ma labour c'hoazh met bremañ e vez komzet diwar-benn traoù all pa emaomp asambles ! »

Desket he deus Alexandra lakaat ar familh, ar mignoned en he zu ha kemer he c'hreñv er c'hlas. Bremañ e vez desket kemer he c'hreñv war ar pratikoù ganti. «Er pellgomz -a gont- e gred an dud on ar sekretourez.» Neuze, forzh penaos, pa e teu ar plac'h evit un disac'hañ eo estonnet an dud. «Lavaret e vez ganto eo abalamour d'am oad, kavout a reont on yaouank tre -a lavar hep bezañ hegredik- Met tremen a ra mat a-benn-a-fin.» Ha ma e vez galvet kentoc'h evit disac'hañ pe servijoù bihan, pergen gant tud kozh, gouzout a ra ivez eo e-mod-se e vez anavezet an dud hag e vez kavet goude al labourioù pouezusoc'h.

«N'en em ran ket poan muioc'h eget unan bennak all»

«Digevatalded eo un dra ne reuzan ket» a lavar c'hoazh Alexandra ha ne gompren ket «perak e vefe d'ar merc'hed d'ober war-dro labour an ti hag ar vugale.» Gwir eo skouer he familh en deus desket dezhi a c'hall an traoù bezañ disheñvel. «Mammig a zo skoazellerez-prederier ha tadig a labour en ti-Post. Bemdez e veze echuet e labour da beder eur gantañ ha dont a rae d'ar skol da glask ac'hanomp, ober a rae war-dro ac'hanomp hag e gegine evideomp d'an noz. Martese eo peogwir em eus bevet er c'henarroud-mañ ne reuzan ket an diforzh. Memes em remziad e chom paotred machoour tre! Ret eo lakaat an traoù da cheñch; deomp-ni da lavar ne ket peogwir omp merc'hed n'hon eus ket ken barregezhioù hag ar baotred!"

alexandra3Kendrec'het eo Alexandra gant se ha prouvet e vez bemdez ganti en he labour. Koulskoude e chom atav termenoù dezhi. N'eo ket he fazi. «Skañvoc'h eo ar benvegoù eget a-raok ha kavet e vez brasentez disheñvel evit an turkezioù; ret eo just dibab an hini a zo gweloc'h en dorn pe evit forzh an arzorn. N'en em ran ket poan muioc'h eget unan bennak all -a lavar- hag ar wezh diwezhañ em eus sentet ma zermenoù e oa peogwir e oa re bounner an dommerez. Memes ur paotr ne vije ket kat da gemer se e-unan!»
An dra komplikedoc'h evit ar plac'h youank hag a zo kentoc'h bihan ha moan eo gwiskañ he zilhad- labour. «An dilhad-labour a zo atav re vras -a lavar en ur c'hoarzin- ha pa e vez kavet ar brasentez mat eo ret memestra lakaat ur gouriz. Met ar botoù a zo ar pezh diaesoc'h: klompliket eo kavout ur brasentez 36/37!»

Traduction de Manon Langlois

Le même article en français : ici

{loaposition coala}